Petra zo da welet e bro An Alre ?

Bemdez e kavoc’h ur marc’had bennak da vont da dañva produioù ag ar re wellañ ag ar vro. Deuit da flourañ peul-vanoù Karnag, da c’hourveziñ war dolmen an Ardeven da dapout an energiezh laosket da vont a roc’h-don menezioù Breizh, santout gwagennoù yac’hus ho luskelliñ en ur c’housk diskuizhus, pe evañ bier ar vro graet gant dour-mor pe gant dour tapet e kalon an taolioù-maen gant korriganed-noz… Kousket mat a reoc’h ivez.
Rivier An Intel zo un douar lan a vojennoù : dizoloit enezenn Sant Kado hag he font savet gant an Diaoul, istoer ur c’hazh… pe gourenez ar Forest ha hent Cadoudal, un istoer gant chouaned…

Kit da welter lec’hienn- internet  comité départemental du tourisme

Paysage Kerimel

Paysage Kerimel